Goulennoù/respontoù

Tu vo deoc’h kavout amañ dindan ar respontoù d’ar goulennoù bet savet ouzhomp !

Div yezh desket ken abret, n’eo ket re ?

Tamm ebet ! Deskiñ yezhoù ken yaouank a vo un doare da greñvaat ar pezh a zo bet desket dija gant ho pugel e galleg, un doare e vo evitañ ivez da gaout plijadur da zeskiñ traoù all da c’houde

Daoust-hag eo ret d’am bugel deskiñ an eil yezh e-keit e yaouankiz ?

Le bilinguisme peut être acquis à n’importe quel moment de la vie. Il est certes plus facile d’apprendre une deuxième langue enfant grâce à la flexibilité du cerveau mais le bilinguisme est donné à tout le monde. La différence entre les bilingues ayant acquis leur seconde langue enfant et les autres est que souvent les derniers auront un accent dans la langue seconde mais sans que cela ne questionne leur bilinguisme.

Tennet deus http://thebilingualadvantage.com/quest-ce-que-le-bilinguisme/

Daoust-hag e c’hellan lakaat ma bugel en un hentad divyezhek ur wech kroget ar skol gantañ dija ?

Evit enskrivañ anezhañ er skol-vamm ne vo kudenn ebet. Koulskoude, evit lakaat e anv en ur c’hlas divyezhek goude ar CP e vo gwelloc’h kaozeal gant ar gelennerien. Keit ma vo startijenn gantañ hag ur gwir c’hoant da zeskiñ ar yezh ne vo ket ur gwall gudenn !

Ma bugel a zo en ur c’hlas divyezhek abaoe pell met n’eo ket evit komz e brezhoneg gant e zud-kozh pe vrezhonegerien all. Petra ober ?

Arabat ober biloù ! Boaz e vez ho pugel d’ober gant ar galleg pe ar brezhoneg hervz an ezhommoù. Marteze n’eo ket prest da gaozeal e brezhoneg ganto ? Marteze en defe c’hoant bezañ barrekoc’h a-raok mont e brezhoneg dirak tud-all ? Sur a-walc’h ez eo dispont evit ober gant ar brezhoneg er skol rak eno e vez desket ar yezh. Boazet eo bet da gaozeal gant ar c’helenner evit ar poent.